Iskevrennad eus | traezenn difetis, semantic unit |
---|---|
Studiet gant | concept clarification, prederouriezh |
Dezverket dre | extension of a concept |
Meizadoù a reer eus traezoù difetis e spered an den ma c'hall hemañ kompren an anadennoù ganet diwar an etreober gant e endro. Drezo e c'hall rummata ar pezh nevez a gouezh en e intent e-keñver an anaoudegezhioù en devoa dastumet a-raok.
Diouzh ar c'henistor ha perzhioù an den pe ar strollad tud eo ar meizadoù : yezh, sevenadur ha ditouroù hag a zo bet tapet ha miret er soñj d'ar mare ma vez savet ar meizad. Dre ar skiant-prenet e vez savet ar meizadoù neuze, ha dre al liammoù gaet war ar prim gant un dra pe ur saviad dibar ha dibad e teuont er spered.
Etrehiniennel e vez ar skiant-prenet atav : pa ne c'heller ket rakwelout ar saviadoù diwar ar rakdiviz ez eo ret d'ar spered implijout e varregezh dezastum an traoù santet. Ne c'hell ket an empenn chom hep lakaat er jeu santadoù ar [[Skiant (fiziologiezh)
|pemp skiant]] pennañ, ken e laka ur seurt tikedenn evit bezañ gouest da adkavout ar genstrolladenn santadoù rik. Liammet eo gant un anv dibar ivez.